Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)

... an oberourien hag all

... an oberourien hag all

Er miz-mañ un den a zo o teskiñ brezhoneg e kentelioù-noz a c'houlenne diganin petra a soñjen deus Ar brezhoneg evit ar re didalvez. Da lâret gwir ne oan ket evir respont dezhañ en abeg 'moa ket gwelet anezhañ james. Goude-se 'neus lâret din 'noa kavet fazioù e-barzh (trugarez dezhañ neuze!).

Ha just a-walc'h on bet souezhet o welet kement-mañ: un droidigezh eilpennet na glot ket e mod ebet e galleg. Evel-just, n'eo ket gwir evit al levr en e bezh, nemet evit un nebeud frazennoù skrivet e pajenn 27. (Kerzhit da welet dindan ar pennad-mañ)

Padal eo bet skrivet al levr-mañ gant ul lod deus kelennerien Skol-Veur Roazhon 2, Herve Le Bihan, Gwendal Denis, hag un den desket hag a zo bet brud warnañ n'eus ket pell 'zo a-drugarez d'e c'heriadur nevez: Martial Menard. Tud sirius, koulz lâret. Gant-se e kavan drol gwelet ur fazi ken sot deus o ferzh. Marteze 'neunt laosket a-gostez ur reolenn diazez e bed ar skol: adlenn a-dost e skrid bepred.

Taolit evezh evit ar wezh o tont Aotrounez! Ha pa 'pije ket amzer a-walc'h evit peurlipat ho labour (Goût a oaran e c'hell bezañ torr-penn an tier-embann 'blam da se). Kouskoude eo heñvel ouzh pep priziadeg: an amzer a dremen atav buanoc'h evit ma soñjer. Ho studieren a dle bezañ a-du ganin.

Me a blij din soñjal e vez mat da gaout kentelioù e mod-se a-wezhioù pa vezer o kelenn d'an dud, er skol-veur, pe en ur stummadur bennak, pe e Kerneblec'h c'hoazh evit ur gentel-noz vihan. Dalc'hit soñj tudoù: ar fazioù 'zo kenetrezomp!

(Mod-all eo dedennus a-walc'h al levr-mañ evit tra-pe-dra. Dav 'oa din anzav an dra-se en eskemm memes tra!)

... an oberourien hag all
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
M
When you are hiring some sort of maid services which works by using subcontractors, they might not exactly provide any sort of maid teaching. Reliability, police arrest records and cleaning information about workers usually are what This Maids carry out, and also we allow our workers a wide-ranging training with research structured cleaning approaches. Plus your staff pick up regular re-training and keep them up-to-date.
Répondre