Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)

Publié le par Biwig
Da be boent?

Deskiñ an eur e brezhoneg... Un dra gaer evit an deskarded, a c'hellit krediñ.

Evit displegañ an dra-se e laoskan ar gaoz d'ar re 'm eus graet goap oute em fennad diwezhañ 'blam d'ur vi koukou bennak (Hervé le Bihan, Gwendal Denis, Martial Menard). A-dra sur e vo kalz sklaeroc'h e mod-se. Setu neuze un displegadenn tennet eus o levr Le breton pour les nuls, pajenn 47: "en français on dira "une heure du matin" et "treize heures", en breton on utilisera à chaque fois un eur [...] mais pour "treize heures" on précisera un eur goude merenn [...] ou un eur goude kreisteiz [...] et on dira donc pas trizek eur". Evel e saozneg pe e spanoleg, neuze.

Padal e chom ur gudenn vras war ar stern evit ar skitur. Ordin e weler traoù evel-se gant blaz ar galleg warne. Pa ne vez ket lâret "pevarzek eur" na "naontek eur", n'eo ket gwall reizh skrivañ "eus 14e da 19e". Gwasoc'h c'hoazh: ret eo tremen dre ar galleg a implij ur sistem sot ha digustum ma 'z omp prest da genveriañ gant yezhoù all. Evit tapout lenn an dra-se en ur soñjal e brezhoneg bepred, e ranker treiñ en un taol 14e da "div eur" ha 19e da "seizh eur". Mat e vefe kaout ur sistem skritur a vefe sklaer ha poellek evit an holl, kalz tostoc'h eus ar saozneg just a-walc'h, evel "2e G.M." (evit "goude merenn").

Gwir eo n'eo ket anat bepred d'en em gompren gant anvioù ar predoù a cheñch diouzh ar parrez: "Tremen a rin goude lein. -Goude lein? Da lâret eo? Diouzh ar mintin pe d'an enderv?". A-hend-all e vez graet gant "mintin" evit tud 'zo ha "beure" evit tud all. Se 'zo kaoz e vefe lakaet diaes un niver bras a Dregeriz ma vefe skrivet 8e D.M.( evit "diouzh ar mintin"). Memes tra e Penn-Ar-Bed da skouer ma vefe skrivet ar wezh-mañ 8e D.B. (evit "deuzh beure").

Ha ma vefe skrivet "2e A.K" (a-raok kreisteiz) ha "2e G.K" (goude kreisteiz), marteze e vefe gwelloc'h eget "2e D.M" ha "2e G.M". Hervezon e vefe un diskoulm evit lakaat sklaer an traoù ha lakaat an holl vrezhonegerien plijet.

Petra a soñjit?

Commenter cet article

xxx 14/05/2016 22:27

E laoskan ar gaoz GANT ar re ha n'eo ket d'ar re.

Catégories

Articles récents

Hébergé par Overblog