Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)

Ha penaos e lârfec'h c'hwi Aotrou Favereau?

Ha penaos e lârfec'h c'hwi Aotrou Favereau?

Kentelioù brezhoneg war ar straed! Petra 'vije gwelloc'h evit an dra-se? Ya 'vat! Padal 'zo un draig n'a ket gwall vat en-dro 'barzh an droidigezh. 'Peus ket remerket? Ur ger na glot ket mat...

Sed aze ur skritell hag a ziskouezh mat e peseurt mod e vez implijet ar brezhoneg a-wezhioù diwar e goust. Bed an embregerezh an hini eo 'zo kaoz amañ. Ar gourmarc'hadoù ne reont ket forzh eus ar sevenadur peurliesañ, nemet evit gounit muioc'h a arc'hant, un abeg pouezhus a-walc'h evit kemer ar boan da dreuzwiskañ hor yezh war ar seblant.

Gwir eo 'neus kaset war raok Ti Leclerc an oberoù war ar brezhoneg o lakaat war wel troidigezhioù war ar panelloù staliet e-barzh, etre ar stalennoù ha me oar me c'hoazh. Plijus eo da welet, daoust ma n'eo ket a-walc'h evidon-me, pell alese.

Amañ 'vat, ne vez ket kaoz eus memes tra. Meur a wech pa dremenan dirak ar skritell-se n'hallan ket mirout ouzhin krennañ, o soñjal 'zo tud hag a gred dezhe eo gwir ar sotonioù 'zo skrivet warni. Hervez an Aotrou Favereau eo kalz simploc'h an traoù dre ma 'z eo troet gantañ "diskount" e-plas "Leclerc" kar an neudenn eeun eo ar gwellañ evel ma lâr an dro-lavar. "Hard-discount" 'vat, ne m'eus ket kavet e-barzh e c'heriadur."Diskount da vat" e lârfen me.

Kaer 'meus en em lâret n'eo ket dav bezañ nec'het gant traoù ken droch e plijfe din ober o stal d'ar re Leclerc ha d'an hini kozh da gentañ ma 'nije ket torret e neudenn c'hoazh (an neudeen hirañ ar wech-mañ). Hag evit e vab 'meus c'hoant da ziskleriañ dezhañ: "Gortoz gwell gortoz pell, c'h an d'ober ma frenadennoù e ti Mari Janig e-lec'h ma vez lâret "marc'hadmat" e-plas "diskount"".

Je crois que cette fois-ci ça se passe de commentaires.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article