Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)

Publié le par Biwig
Mann diwar ugent!

A-benn nebeut e vo aozet ar skrivadeg bras evit an holl vrezhonegerien, bihan pe vras. Ur soñj mat eo evit tout ar re a blij dezhe priziañ o live lennegel, evit gouzout hag-eñ int kat da skrivañ brav ar peurunvan. Kar ar peurunvan eo ar skritur ofisiel a vez implijet evit 95% eus ar skridoù, hirie-an-deiz.

Gwir eo e chom un toullad Leoniz a zo prest c'hoazh d'ober gant ur skritur iskis a-walc'h hag a vez graet "skolveurieg" diouti. Fañch Broudig en o zouez, hag e penn ar jeu zoken gant an embannadurioù Emgleo Breiz. Koulskoude n'eo ket gwall bouezhus e-keñver tout an traoù a zo skrivet e peurunvan er vuhez pemdez, dreist-holl er-maez eus Bro-Leon.

Padal, e weler splann war ar poltred-mañ ne vez ket reizh ordin ar skridoù brezhoneg a gaver el lec'hioù foran. Ar fazioù a weler amañ a dalv kement hag un dra vil, heugus, hag a laka diaes an deraouidi. Penaos 'ta e c'hellfent chom hep disoñjal ne vez ket skrivet sañset ar soniad "e" gant al lizherenn "é" ? Dre forzh tremen e-biou ar panelloù-se, penaos bezañ sur hep mar ne vez ket implijet al lizherenn "c" hec'h-unan e brezhoneg a-vremañ?

Hag ar "Goas arhant", un dra gaer ma 'zo unan: e peseurt mod e c'hellfer kompren anezhañ? Daoust hag-eñ e vez kaoz amañ eus ur gwaz, ur waz, pe ur wazh? Moaien 'zo da respont din: ur wazh-dour evel-just, hag a vije ken sklaer he dour hag al loar gann, pe ur skoed arc'hant. Ya, a c'hell bezañ. Ur waz, avat, a vije tu d'ijinañ ivez en ur mod burzhudus gant he fluñv gwenn-erc'h. Pa seller a-dost, n'emañ ket ken pell "Kervouélou" (Kervoueloù, ma 'mije c'hoant da bismigañ), ul lec'h ma veze lazhet ar moc'h moarvat. Diaes da grediñ e vije bet ken splann ar wazh dour!

En tu-hont da se 'zo un digarez evit pediñ ac'hanoc'h mont da gemer perzh er skrivadeg (d'ar sadorn 23 a viz Meurzh ba' Lannuon, e lise Feliz an Dantec). Profoù bihan 'vo da c'hounit evit ar re gentañ a soñj din. Fiziañs 'm eus e vioc'h niverus.

Chañs vat d'an holl!

Gwelet war An Telebramm er sizhun-mañ. Kentañ tra eo difennet groñs skrivañ ouzh ar mogerioù (ur gerig evit e dud 'vo skrivet war e gaier liamm). Hag ouzhpenn-se 'z eus tri fazi war ar welan, estrevit ar pennlizherenn a zo aet da netra. Un notenn fall 'vo tapet gantañ a dra-sur. Hag un taol reolenn war e vizied betek ober!

Gwelet war An Telebramm er sizhun-mañ. Kentañ tra eo difennet groñs skrivañ ouzh ar mogerioù (ur gerig evit e dud 'vo skrivet war e gaier liamm). Hag ouzhpenn-se 'z eus tri fazi war ar welan, estrevit ar pennlizherenn a zo aet da netra. Un notenn fall 'vo tapet gantañ a dra-sur. Hag un taol reolenn war e vizied betek ober!

Commenter cet article

mark kerrain 21/05/2013 10:06

Peseurt deiz eo bet embannet?

Biwig 22/05/2013 16:26

D'an 13 a viz Meurzh.

Catégories

Articles récents

Hébergé par Overblog