Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)

Publié le
N'eo ket prop!

Sed aze ur soñj mat: kinnig d'an dud (ha d'an douristed dreist-holl) ur soavon fardet e Bro-Dreger. Evel-just int bet fichet ar produioù-mañ e mod ar vro, da larêt eo gant un triskell brav ken-ha-ken kizellet war c'horre ha skeudennoù a galite hag a ziskouezh glad hor c'horn-bro ken kaer en hor c'halon (Anavezet 'peus milin-vor Enez vriad?). Ha kement hag ober skrivañ un nebeud gerioù e brezhoneg, mar plij!

Siwazh, n'eo ket gwall reizh evit ur brezhoneger ar pezh 'zo bet lakaet splann e nec'h ar pakad etre an div erminig. Ha setu me o kantreal en ur stal vistrakoù evit an douristed hag souezhet bras o welet kement tra. "Ma Kibell?", emezon. "Hag ar c'hemmadur? Pelec'h 'mañ an diaoul?" Goût a rit a-walc'h eo dav lavar "ma c'hibell" m'ho peus c'hoant komz eus ho kibell deoc'h-c'hwi (ma plij deoc'h kaozeal diwar-benn traoù ken droch). Mod-all e talvez n'oc'h ket desket mat e brezhoneg ha mat pell 'zo! Ha pa vije bet skrivet en e blas "ma gibell", evel e vez larêt gwezh-ha-gwezhall gant un darn eus ar vrezhonegerien a-vihanik, 'mije ket klemmet. Digor-spered on memes tra! N'hallan ket gouzañv 'vat al lizherenn "k" doanet-se a chom da dortal war-lerc'h ur ger-mell pe ur ger perc'hennañ. Hag a soñj din eo ur vezh ar fazi-mañ evit forzh peseurt brezhoneger.

E gwirionez eo displeget war lec'hienn an embregerezh orin ar merk: ur vojenn! (evit cheñch, me lâr deoc'h). "Kibell" a zo un anv hag a zo bet roet gant ur vaouez kozh d'un erminig burzhudus kavet en he c'hibell (unan e mod kozh, evit kannañ he dilhad). Hag an hini gozh a oa ken tomm he c'halon ouzh al loen-se ma oa techet da lâr dezhi (e galleg): "Ma kibell. Ma jolie Kibell". 'Benn ar fin eo dre faot ar galleg! Hag amañ 'mañ an dalc'h: daoust hag-eñ e ranker lenn merk ar soavon e galleg pe e brezhoneg? Gant ar pezh 'zo bet ouzhpennet war ar pakad on techet da respont: "e brezhoneg war ar welan". N'oc'h ket a -du?

Setu ur gentel evel zo dleet: paouezhit, tudoù, d'ober gant gerioù pe frazennoù hag a zeu deus ar brezhoneg e galleg e forzh peseurt mod, ha dreist-holl da reiñ anvioù tra d'al loened!

Sortez votre stylo rouge! Dire "ma kibell" est impensable en breton. C'est comme si vous disiez "mon baignoire". C'est une histoire d'accord, même si celle-ci se déroule dans le cas présent entre un adjectif possessif et un nom commun. Et les accords en breton se manifestent par le biais de ce qu'on appelle les mutations, à savoir la transformation de la première lettre du nom. (Ki : ur c'hi; moger: ur voger; taol: un daol)

Setu ma c'hibell din-me gant ma houidi-bihan muiañ karet: an hini glas 'zo anvet Willy, ha Daisy anv e zousig (Gwelet a reer a-walc'h he deus joa outañ, keta?).

Setu ma c'hibell din-me gant ma houidi-bihan muiañ karet: an hini glas 'zo anvet Willy, ha Daisy anv e zousig (Gwelet a reer a-walc'h he deus joa outañ, keta?).

Commenter cet article

Catégories

Articles récents

Hébergé par Overblog