Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)

Publié le par Biwig
Paour kaezh Gouel Erwan!

Abaoe un toullad deizhioù eo kroget ar pempvet Gouel Breizh...

Hag ur wezh ouzhpenn emeur o welet un tammig e pep lec'h a bep seurt traoù aozet da geñver ar "gouel"-se, ha liammet gant .... ar petra din-me, just a-walc'h! E gwirionez e klaskan lakaat ar biz war ar fed e teu da vezañ ur sapre stlabez "Gouel ar Breizh".

A-raok mont pelloc'h, daoust hag-eñ e vijec'h gouest da zisplegañ en ur mod resis petra eo ar pal amañ, petra a dalv ar gouel-mañ? Lakaat war-raok sevenadur Breizh? N'on ket sur e mod ebet.

Pa welan em c'horn-bro bihan, e-kostez Lannuon, un disterig dibenn-sizhunvezh gouestlet d'ar c'h/kountry, hag un devezh tro-dro d'ar sportoù, ha setu tout! Evit kerbenn a-vremañ Bro Dreger e kavan se gwall boanius. 'Pezh 'zo n'on ket a-enep d'ar c'hountry, na d'ar sportoù kennebeut. Koulskoude ne gomprenan ket petra an diaoul 'zo da welet gant Breizh.

Eürusamant 'zo traoù all un tammig pelloc'h, ha kinniget gant kevredigezhioù pa tud a youl vat zoken hag a zo tomm o c'halon ouzh Breizh ha brezhoneg evit gwir (ha neket evel Ti-kêr Lannuon). Trugarez vras neuze da Di ar vro Treger-Goueloù, da skol Diwan Louaneg, d'ar Bagad Sonerien Bro dreger, ha d'ar reoù all.

Un draig 'zo c'hoazh am eus remerket n'eus ket pell 'zo. Ar bloavezhioù a-raok e oa liammet c'hoazh "Gouel Breizh" gant e stumm kozh, da lâret eo: "Gouel Erwan" pe ar "Fest'Yves" e galleg, ur c'hoari gerioù plijus hag a roe da welet e oa ur fest dreist pep tra, ha nonpas un taol bruderezh dindan c'houarn ar rannvro evel hirie an deiz. O lakaat "à la Saint-Yves" war al levrigoù e roe da c'hoût d'ar c'houlz-se e kemere harp "Gouel Breizh" war Gouel Erwan a zo a-bouez e Breizh, e speredoù ur bern tud c'hoazh, ha surtout amañ e Bro-Dreger. Evel Gouel Padrig, da skouer!

Hag e-pad Gouel padrig, petra a glever? Sonadegoù hengounel. Petra a weler? Traoù stag ouzh sevenadur Iwerzhon. Gant-se, evit an holl re 'nije c'hoant da respont din: "E Breizh 'zo estrevid ar festoù-noz, ar brezhoneg, pe istorioù kozh hon zadoù-kozh", e fell din lâr diouzhtu dezhe on a-du gant gant ar sonj-mañ evel-just. Met da geñver un degouezh evel Gouel Breizh e vije poellek a-walc'h, hag efedusoc'h hep mar, lakaat muioc'h a-draoù a dalv a-boan, evit souten an holl dud a stourm evit o bro, evit reiñ lañs d'o yezh, evit difenn o gwirioù ... Evit mirout Breizh evel ul lec'h gant un identelezh, ur spered disheñvel.

Commenter cet article

Catégories

Articles récents

Hébergé par Overblog