Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)

Publié le
Trist pe laouen?

Da geñver deiz-ha-bloaz unan eus ma nized hag a c'hwezho pevar penn gouloù (Doue d'e bennigo!), 'meus c'hoant reiñ deoc'h da c'hoût peseurt fazioù a vez diskoachet a-wezhioù er stalioù-kazetennoù.

Hag en o zouez unan eus ur rummad a ra berzh hag a glask lakaat an dud da c'hoarzhin, 'pezh n'eo ket anat e meur a geñver. Da gomañs, ne gavan ket gwall farsus plantañ pemp tour tan war ur gachenn. Koulskoude n'on ket a-enep ouzh ar fed implijout ar skouerioù a vez embannet un tammig e pep lec'h diwar-benn ar Vretoned, ma 'z eo efedus a -walc'h. Da skouer e plij din ober goap ouzh an amzer vrein a vez a-us hor penn peurliesañ e Breizh ("Comment rester insensible devant une telle nuance de gris?" eme Gai-Luron dirak an dremmwel louet).

En tu-hont da se, ne fell ket din diroll da c'hoarzin e mod ebet pa welan un nebeud gerioù e brezhoneg na dalvezont netra dre ma 'z int bet adimplijet a-dreuz."Deiz ha bloaz"? Ha c'hoazh? Ne vank ket ur ger bennak aze? Un deiz-ha-bloaz... trist, laouen, didalvez, dreistordinal pe evel an holl re? Ar gwashañ eo stagañ un droidigezh na glok ket gant ar peurrest (Sellit a-dost ouzh ar steredennig). Dre faot fazioù evel-se e vo larêt sur a-walc'h a bep seurt sotonioù gant an dud hep gouzout dezhe.

Pa soñjer mat, n'eo ket ken start memes tra bezañ kelaouet eus un dra hag a zo anavezet mat gant an holl skolidi divyezhek er skolioù-mamm..

Neuze, arabat bezañ souezhet ma vo larêt deoc'h un "deiz ha bloaz" evel a gari gant an dud. 'Po nemet respont er memes mod: "Bennozh" e-plas "Bennozh Doue dit" ma plij deoc'h brezhoneg Leoniz, levezonet gant ar veleien, anat eo. Marteze e vo diouzh ar c'hiz kaozeal diwar-bouez frazennoù hanter lonket a-benn nebeut hag e vo moein da glevet divizoù digomprenus evel-se:

-Salud. Penaos 'mañ...?

-Delc'her da... Ha ganit?

-N'eus ket da...

-Bon, ken 'wech...!

-Ya, ken 'vi...!

Brezhoneg ar re yaouank e berr gomzoù. Fentus 'vije da glevet, ne gav ket deoc'h?

N'en croyez rien braves gens! Si vous désirez souhaiter un joyeux ou bon anniversaire en breton il vous manque un mot d'une grande importance à savoir le "joyeux", deiz-ha-bloaz (écrit avec des traits d'union, c'est mieux) signifiant uniquement "anniversaire". Donc, pour traduire "joyeux anniversaire", dites "deiz-ha-bloaz laouen", le must étant de rajouter après ça un petit "dit" qui signifie "à toi" et qui permet de chanter cette chanson qui n'en finit pas de nous écorcher les oreilles: "deiz-ha-bloaz laouen dit, deiz-ha-bloaz laouen dit,..."

Commenter cet article

Catégories

Articles récents

Hébergé par Overblog