Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)

Top articles

  • Mann diwar ugent!

    13 mars 2013

    A-benn nebeut e vo aozet ar skrivadeg bras evit an holl vrezhonegerien, bihan pe vras. Ur soñj mat eo evit tout ar re a blij dezhe priziañ o live lennegel, evit gouzout hag-eñ int kat da skrivañ brav ar peurunvan. Kar ar peurunvan eo ar skritur ofisiel...

  • ... an oberourien hag all

    07 juin 2013

    Er miz-mañ un den a zo o teskiñ brezhoneg e kentelioù-noz a c'houlenne diganin petra a soñjen deus Ar brezhoneg evit ar re didalvez. Da lâret gwir ne oan ket evir respont dezhañ en abeg 'moa ket gwelet anezhañ james. Goude-se 'neus lâret din 'noa kavet...

  • N'eo ket prop!

    17 septembre 2012

    Sed aze ur soñj mat: kinnig d'an dud (ha d'an douristed dreist-holl) ur soavon fardet e Bro-Dreger. Evel-just int bet fichet ar produioù-mañ e mod ar vro, da larêt eo gant un triskell brav ken-ha-ken kizellet war c'horre ha skeudennoù a galite hag a ziskouezh...

  • Ha penaos e lârfec'h c'hwi Aotrou Favereau?

    11 octobre 2012

    Kentelioù brezhoneg war ar straed! Petra 'vije gwelloc'h evit an dra-se? Ya 'vat! Padal 'zo un draig n'a ket gwall vat en-dro 'barzh an droidigezh. 'Peus ket remerket? Ur ger na glot ket mat... Sed aze ur skritell hag a ziskouezh mat e peseurt mod e vez...

  • Paour kaezh Gouel Erwan!

    20 mai 2013

    Abaoe un toullad deizhioù eo kroget ar pempvet Gouel Breizh... Hag ur wezh ouzhpenn emeur o welet un tammig e pep lec'h a bep seurt traoù aozet da geñver ar "gouel"-se, ha liammet gant .... ar petra din-me, just a-walc'h! E gwirionez e klaskan lakaat...

  • Da be boent?

    13 juillet 2013

    Deskiñ an eur e brezhoneg... Un dra gaer evit an deskarded, a c'hellit krediñ. Evit displegañ an dra-se e laoskan ar gaoz d'ar re 'm eus graet goap oute em fennad diwezhañ 'blam d'ur vi koukou bennak (Hervé le Bihan, Gwendal Denis, Martial Menard). A-dra...

  • Ec'h!

    11 novembre 2012

    Evit gwir, ne oaran ket re pelec'h meus poan dres pa welan seurt traoù. Poan benn pe boan gof, diaes da lâr. Me soñj din 'vefe start d'ober gwashoc'h gant tri ger hepken. Pep tra 'zo a-dreuz amañ: stumm ar frazennig kement hag ar gerioù 'zo enni. Krogomp...

  • Trist pe laouen?

    25 septembre 2012

    Da geñver deiz-ha-bloaz unan eus ma nized hag a c'hwezho pevar penn gouloù (Doue d'e bennigo!), 'meus c'hoant reiñ deoc'h da c'hoût peseurt fazioù a vez diskoachet a-wezhioù er stalioù-kazetennoù. Hag en o zouez unan eus ur rummad a ra berzh hag a glask...

  • Shocking!

    01 octobre 2012

    Penaos 'ta? Dibenn ar vro 'zo etrezek Lokmikel-An-Traezh ha Plistin? E gwirionez emañ bevenn departamant Aodoù-An-Arvor du-hont. Daoust da se n'on ket sur e talvez kement-se ar panell droch-mañ. Lavaret e vez alies a-walc'h emañ pouezh-mouezh Tregeriz...